Arvest a gontadennoù tiretennoù – Akordeoñs : Youen BODROS

Kontañ a ra « An Albatroz » istorioù mor ha istorioù oabl dre istor bihan Yann-Vari ar Brizh, dre gomz ha dre son boest an diaoul. Ur c’habiten eus Douarnenez a oa Ar Brizh, sorc’hennet gant ar soñj a oa deuet dezhañ pa oa o sellet ouzh al laboused-plavañ ‘ba’ morioù ar Su : mont dre nijal da saveteiñ ar vartoloded kollet er mor. Ur wech deuet war-e-giz da Zouarnenez e vo savet gantañ ur c’harr-nij diwar batrom un albatroz.

An abadenn-mañ a lak da vevañ taolioù-esae hag a vez alies mat c’hwitet, alies mat strujus ivez. Kavet e vez enni tudennoù dister, didalvout, un tamm kamm ivez. Bev-mat int er pozioù koulskoude. Hag eveldomp e klask ar re se toullañ un hent e-touez dizurzh ar bed.

PADELEZH : eus 40 mn da 1e10 (diouzh an niver a gontadennoù-tiretennoù)

ARVESTERIEN : bugale (adalek 7 vloaz), krennarded, tud en oad

STUMMOÙ : divyezhek brezhoneg-galleg, brezhoneg pennañ galleg pennañ

Poltriji – Jérémy Kergourlay, Éric Legret

Ouzh ar c’hontañ
Lukaz Nedeleg

Ouzh boest an diaoul
Youen Bodros

Skrivañ ha kompozañ
Lukaz Nedeleg & Youen Bodros

Sell diavaez
Gloria de Bélen Riquelme

Efedoù gouloù
Carolina Garel Carbelleira

Un arvest eus
Strollad La Obra

Gant skoazell
Région Bretagne – Rannvro Breizh
Département Finistère – Departamant Penn ar Bed
Ville de Pont-Croix – Ti Kêr Pontekroaz
Ville de Landerneau – Ti Kêr Landerne
Kann al Loar – Festival Bro Leon