Abadenn gontadennoù e korn ar gerioù
E lec’h mont da navigiñ war-zu morioù ar Su, krog e oa Lukaz da gontañ istorioù ha Jeanne da seniñ telenn geltiek. Oc’h abadenn gentañ a zo “Istorioù skoulmet” he anv. Den na oar hag-eñ ez eus komz eus skoulmoù er stomog pe eus skoulmoù war-vourzh ar bigi aze. O sac’h kontadennoù a zo leun gant danevelloù ha tonioù strobinellet bet dastumet amañ hag a-hont. Un arvest liesliv hag a cheñch gant ar mareoù-bloaz… Ur bedadenn d’an divskouarn. Tomm eo an tan e korn ar gerioù !
OUZH AR C’HONTAÑ : Lukaz Nedeleg
OUZH AN DELENN : Jeanne Toutous
PADELEZH AR VEAJ : e-tro un eurvezh
ARVESTERIEN : adalek 7 vloaz