Bet ganet e Brest, gwriziennet e Kornôg Bro C’hlazig e pleg bae Douarnenez, abred-mat eo bet divskouarn Lukaz Nedeleg leun a varvailhoù. Diwezhato’ch eo bet stummet Lukaz war ar c’hontañ gant konterien a-vicher evel Tania Bock, Pascal Quéré, Oliviero Vendraminetto, François Vermel, Colette Migné, Alain Bel hag ar soner a-vicher Rolland Martinez (stummadur hir kevredigezh Le Dahu Téméraire, Tolosa).

E karentez gant ar gerioù, Lukaz en deus embannet e deskad barzhonegoù kentañ, Dans les yeux des garçons, gant Papier Gâchette, skeudennaouet gant Nina Imbs. Tapet en deus un doktorelezh e skol-veur Tolosa Jean-Jaurès war skiantoù an deskadurez e miz Gouere 2018. Hiziv an deiz emañ Lukaz e karg eus ar gentel “Culture des contes” war dachenn Skiantoù an deskadurezh en UCO e Brest (Université Catholique de l’Ouest).

A-hed e hentad en deus kendalc’het Lukaz vont war-raok gant e gomz : gounezet en deus un dolgenn e konkour kontadennoù Gouel an Dolgenn Aour e miz Here 2018 (Redon). Diwar-vremañ e c’hoari Lukaz war leurennoù Breizh ha lec’h all, o tennañ e vad eus lusk ha toserezh e ziv yezh, ar Galleg hag ar Brezhoneg. E gentañ arvest, An Albatroz e anv, bet savet gant ar soner akordeoñs Youen Bodros e Strollad La Obra, a gont avañturioù Yann-Vari ar Briz, martolod eus Douarnenez deuet da araoger-nij. Kontañ a ra ivez kontadennoù du ha lipous gant La Tourbe, un daouad gant Léo Fuster, soner banjo ha taol-bitrakoù anezhañ, e-touez ar genstrollad Pennkalet. A-benn nebeud e vo gwelet war al leurennoù gant dañsourien ar C’horriged Is hag o arvest a zo c’hoazh war ar stern, Stagañ.

E sac’h istorioù a c’hoarvez eus koñchennoù burzhudus, prederiek ha mor ha martoloded, tennet eus dastumadegoù pennañ Breizh-Izel ha Norzhamerika. E stil danevelliñ a ya gant e vouezh, boud ha tomm, gant lieseurted e c’hoari ha gant lusk e gomz, bet levezonet-bras gant arz ar slam.


Ar gompagnunezh La Obra zo ezel eus an unvaniezh Peuple & Culture ha eus ar gengevredigezh C’hoariva.

Poltriji – Karine Baudot, Éric Legret