Ar grennarded war al leurenn-c’hoari

Kaset da get e 2020, dalc’het eo bet ar raktres Leurenn-Flamm e 2021 a-benn ar fin. Ur grouidigezh e brezhoneg penn-da-benn eo Leurenn-Flamm, bet enkorfet gant 3 c’hlasad a skolajidi. Lukaz Nedeleg eo, dindan ar gompagnunezh c’hoariva La Obra, en deus bet labouret gant ar grennarded diwar temoù tomm outo : ar rouedadoù sokial hag ar skrammoù. An abadenn fin a zo dalc’het d’an 17 a viz Even 2021 er c’hoariva Maks Jakob gant sikour Ti ar Vro Kemper.

Ar raktres krouiñ-se ‘neus roet tu da beb hini anezho d’ober anaoudegezh gant arz ar c’hoariva ha da gemer perzh en ur raktres brezhonek. An taolennoù-c’hoari zo bet savet diwar un dalc’h bet choazet gant Strollad La Obra hag ar skipailhoù pedagogel, « Hor buhezioù niverel » anezhañ.

Ur raktres nevez a zo war ar stern evit 2022… Da vezañ kendalc’het.

Deuet eo ar raktres-se da wir a-drugarez da Rannvro Breizh, d’ar gengevredigezh C’hoariva, da Di ar vro Kemper ha da Strollad La Obra.